Ar varaerezh

Naturel

Bio – Disheñvel – Engouestlet

moulin elise boulangerie bio

BARAEREZH
Gwirion ha disheñvel

moulin elise patisserie

PASTEZEREZH
Ijinus ha lipous

moulin elise salade restauration

PRETIEREZH
Evit terriñ an naon-du pe an naon bihan

moulin elise patisserie vegetale

SALOÑS-TE
War al lec’h pe da gas ganeoc’h

Plijadur evit
an holl

E Moulin d’Élise e kinnigomp produioù disheñvel evit an holl. Peogwir ez eus vejetarianed eus an diazezerien Agnès ha Gilles Auvinet ouzhpenn 30 vloaz zo, e oa pouezus dezho kinnig un dibab bras a broduioù a-zere : vejetarian, vegan, hep gluten pe gant ur feur glisemiezh izel.

Ur plas bras a roomp d’ar bio ivez, pe e vefe en hor rekipeoù snakiñ pa c’hallomp, pe gant hon dibab baraoù testeniet bio : bara goell, bara hep gluten, bara 100 % yell bihan, ha kement zo.

Hor c’hinnig zo digor d’an holl : pep hini a zle bezañ gouest da gavout e beadra, forzh peseurt dibaboù en defe graet e-keñver ar boued. Digeriñ d’an holl n’eo ket dilezel an hengoun avat : krediñ a reomp kinnig rekipeoù fonnus hag hengounel, evel hor pizza ar menezioù gant kig-sall eus Breizh ha keuz rakletez teuz.

Hon tro-spered zo eeun : A bep seurt evit an holl !

moulin elise boulangerie patisserie du choix pour tous
moulin elise plongez dans notre univers
moulin elise lieu chaleureux
moulin elise restaurants boulangers

SOUBAÑ EN
HOR BED

Fellet ez eus bet deomp en em santfe hor pratikoù evel er gêr, en ul lec’h klet ha cheuc’h, war skouer ar breserezhioù meur e Pariz. Pe e vefent lec’hioù kafeta plijus pe gwir saloñsoù-te eo bet soñjet hor pretioù baraerezhioù evit gallout tañva, kaozeal, ha kemer amzer d’en em gavout asambles.

En disterañ munudoù er c’hinkladur e weler ez omp tomm ouzh an traoù kaer hag ouzh hor gwrizioù. An azezennoù gant tartan zo en enor d’hor sevenadur keltiek breton. Savet e vez hor c’hadorioù-brec’h e Spagn, gant danvez hag a zeu eus Bro-Skos, hag hon taolioù a vez graet e Frañs penn-da-benn gant koad eus Frañs, gant artizaned lec’hel.

Mont a ra an engouestl-se pelloc’h evit un afer braventez : reiñ a ra da welet hor c’hoant da skoazellañ an artizanerezh, d’ober gant danvez padus, ha da brenañ produioù an tostañ ouzhomp ma c’hallomp, evit digreskiñ hol louc’h karbon ha kinnig ur mod d’ober gwirion, klet ha kaer.

UR CHEMET
HENGOUNEL & LEC’HEL

E Moulin d’Élise eo diazezet kement rekipe a ve war ur chemet artizanel gant aozennoù hag a zo bet dibabet evidoc’h gant aket. Pouezus eo deomp kinnig produioù eus ar vro hag eus ar mare : laezh bio eus feurm ar Poder, vioù bio eus ar feurm gant Tony Dagué, amann fardet e Breizh, ha sivi Plougastell pa vez ar c’houlz. An dibaboù-se a ro da welet pegen stag omp ouzh ar produioù a galite, eus ar vro, hag ouzh un doare boued padusoc’h.

moulin elise pain cuit au four a bois

Bara poazhet en ur forn dre geuneud

moulin elise choix ingredients locaux de saison

Un dibab aozennoù eus
ar vro hag eus ar mare

moulin elise respect tradition boulangere

Doujañ hengoun
ar baraerezh

Festailhiñ ken simpl ha tra !

Goulenn sikour digant hor skipailhoù pastezerien ha tinellerien evit hoc’h abadennoù, pe e vefent prevez pe micherel.
Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.

Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.
Dibab ar pezh a blijo deoc’h ar muiañ.