Hon dibab
saloñs-te

moulin elise gamme salon de the 2

Ur saloñs-te cheuc’h, degemerus… ha digor d’an holl

Hor baraerezhioù zo saloñsoù-te anezho ivez ma c’haller kavout amzer da gemer plijadur. Azezañ en ur gador-vrec’h tartan glet ha kemer plijadur o tebriñ ur wastell artizanel gant ur banne kafe, te pe un evaj tomm lipous da-heul.

An holl evajoù a servijomp a c’haller dibab lakaat laezh plant pe laezh buoc’h enno, evit bezañ diouzh c’hoantoù ha dizegemeroù an holl. Evel kustum e Moulin d’Élise ez eus peadra evit an holl war hor roll : lipouzerezh hengounel, diwar plant pe hep gluten… d’an holl da gavout o flijadur

Da zebriñ war al lec’h
pe da gas ganeoc’h

Kemerit tro eus lec’hioù klet hag aes en hor stalioù evit debriñ ur pred lipous fresk ha fardet war al lec’h bemdez gant hor skipailhoù.
Hor meuzioù a glot tre-ha-tre ivez pa n’eur ket boas da zebriñ en ur preti, gallout a rit kas anezho lec’h ma karit !

moulin elise univers salon de the

Tost ouzh du-se,
evit ur blijadur lec’hel

boutique landivisau moulin delise

Mont d’hor stalioù tost ouzh du-se evit gallout tennañ ho mad eus hor produioù lipous, war al lec’h pe da gas ganeoc’h !

boutique landivisau moulin delise

Mont d’hor stalioù tost ouzh du-se evit gallout tennañ ho mad eus hor produioù lipous, war al lec’h pe da gas ganeoc’h !

Gwelet hor c’hinnigoù all

moulin elise univers patisseries

PASTEZEREZH

Ijinus ha lipous

moulin elise decouvrez notre boulangerie

Baraerezh

Gwirion ha disheñvel

moulin elise univers restauration

PRETIEREZH

Evit terriñ an naon-du pe an naon bihan

Festailhiñ ken simpl ha tra !

Goulenn sikour digant hor skipailhoù pastezerien ha tinellerien evit hoc’h abadennoù, pe e vefent prevez pe micherel.
Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.

Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.
Dibab ar pezh a blijo deoc’h ar muiañ.