Istor Agnès ha Gilles

Eneoù an tiez Moulin d’Élise

moulin elise agnes gilles auvinet

Ur wech e oa, ur wech ne oa ket, hag ur wech e oa memes tra e kalonenn Breizh, ur c’houblad ha n’en doa ken klask nemet blaz ar boued gwirion, al labour graet mat, an traoù lipous da genlodañ.

Kresket e oa Agnès e Benac’h, gant he zad a blije kalz dezhañ keginañ hag he mamm a servije he fratikoù gant plijadur ha kalon. He zud a oa o telc’her ur preti-ostaleri, hag eno e teskas Agnès, ha hi yaouank-tre, penaos degemer mat an dud, pegen pouezus e oa kaout produioù mat ha pegen plijus e oa ober plijadur d’an dud.
Dont a ra Gilles eus ur bed disheñvel penn-da-benn : bed ar c’hrouiñ, ar genedouriezh hag an ijin. Plijout a ra dezhañ cheñch an doareoù, ijinañ, souezhañ, anez ankouaat ar pezh zo pouezus war un dro.

Goude bezañ digoret o stal gentañ e Montroulez e talc’h o mennozh da greskiñ, da resisaat, da vezañ gwir. E 2019, pa oa bet digoret ur stal e Sant-Brieg, e teuas mennozh Moulin d’Élise da wir da vat : ur varaerezh artizanel hag engouestlet, ul lec’h bevañ ma c’hall an holl en em santout evel er gêr.

Goude bezañ digoret o stal gentañ e Montroulez e talc’h o mennozh da greskiñ, da resisaat, da vezañ gwir. E 2019, pa oa bet digoret ur stal e Sant-Brieg, e teuas mennozh Moulin d’Élise da wir da vat : ur varaerezh artizanel hag engouestlet, ul lec’h bevañ ma c’hall an holl en em santout evel er gêr.

Hep gluten, hep laktoz, diwar plant, hag ivez bara goell-toaz, torzhioù bara diwar bleud maen-malañ, briochennoù teuz ha sandwichoù lipous : amañ n’eus redi ebet, plijadur ha degemerusted ne lavaromp ket.

Moulin d’Élise, istor ul lec’h hag a laka kejañ an holl vlazioù da gejañ an eil re gant ar re all, gant onestiz ha gwellentez.

Pelloc’h ez a o engouestl.
Ar stalioù Moulin d’Élise zo testeniet bio evit ar varaerezh, da lavaret eo e reont gant danvezioù diaoz eus ar gwellañ en un doare hag a zouj an natur. Klask a reont en em bourveziñ a broduioù lec’hel hag engouestlet, e Breizh da gentañ – al lec’h m’emañ o gwrizioù –, hag e Bro-C’hall, ha gwell eo ganto dibab ar rouedadoù berr ha labour an artizaned.

Hiziv an deiz ez eo Moulin d’Élise ul lec’h m’en em gav an hengoun hag an neveziñ bemdez war un dro. Ul lec’h ma vez kontet bep a istor gant kement tamm bara, gwastell pe rekipe a vefe. Stummañ hag ambroug a ra Angès ar skipailhoù gant youl, ha deskiñ dezho penaos servijout mat ha kaout produioù graet mat. Evit Gilles, labourat a ra gant e bennbaraerien ha pastezerien evit krouiñ rekipeoù nevez bepred ha stag ouzh an hengoun memes tra.

An degouezhioù a bouez

Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Montroulez

2014

Montroulez (29)

Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Montroulez

2019

Sant-Brieg (22)

Krouet ar rouedad gant an eil lec’h gwerzhañ e Sant-Brieg

Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Sant-Brieg
Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Landivizio

2021

Landivizio (29)

Digoradur an deirvet stal
Digoradur al labourva produiñ 200 m² ennañ e Montroulez

2022

Brest (29)

Digoradur ar bedervet stal

Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Brest
Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Plourin-Montroulez

2023

Plourin-Montroulez (29)

Digoradur ar bempvet stal

2025

Gwengamp (22)

Digoradur ar c’hwec’hvet stal

Digoradur ar stal Moulin d'Élise kentañ e Gwengamp
moulin elise engage gout vrai et sain

Engouestlet evit
ar blazioù gwir & yac’h

Moulin d’Elise a zifenn start ar boued mat, ha danvezioù a galite, ha kement-se zo kaoz hon eus dibabet bezañ testeniet Bio.

Kaout plijadur a zle talvezout kement ha bezañ en e vleud, an dra-se zo kaoz e reomp an nebeutañ ar gwellañ gant danvezioù ouzhpenn, livuzennoù kimiek ha danvezioù-mirout. Ne reomp ket gant gelatin diwar moc’h pe loened-saout kennebeut ha bemdez e tiorroomp hon dibab bara testeniet bio, pe e vefent gant goell-toaz, hep gluten pe hengounel.

moulin elise lait bio ferme poder cadre

Dibab an aozennoù

Evit aozennoù a galite, fardet gant chemet hengounel, e tibabomp hor pourvezerien gant aket, stalioù eus ar vro peurliesañ, tost ouzh hor baraerezhioù.
Implijout a reomp amann eus Breizh ha laezh bio eus feurm ar Poder e Plegad-Moezan (29), a zo brudet evit aezamant ar saout ha kalite ar foenn enni.

moulin elise savoir faire artisanal boulangers cadre

Ar chemet artizanel

Evit kaout bara mat eo ret kaout artizaned mat da gentañ-penn. Pastezerien, tinellerien, baraerien entanet hag a labour bemdez en hor baraerezhioù evit krouiñ hor produioù. Dont a ra kalite hor produioù diwar o chemet hengounel.

moulin elise eau pure cadre

Ha dour rik zoken

Lod eus ar bara a vez fardet gant 50 % dour, testeniet bio, rak-se e oa poellek deomp en em soñjal war an implij eus dour ar c’hog, ar pezh a zo aotreet gant an testeniekadur bio koulskoude. Staliet hon eus un doare nevez ken-ken evit silañ hag aznerzhañ an dour. Fardet e vez ho para gant dour rik, H2O tra ken !

moulin elise electricite verte cadre

Tredan glas

E Moulin d’Élise ez omp engouestlet evit ur baraerezh padusoc’h, a-fet doareoù energiezh ivez. Treiñ a ra hon holl stalioù ha labourvaoù gant tredan glas, diwar mammennoù nevezadus 100 %. Un doare fetis da wareziñ ar blanedenn en ur zoujañ d’hon talvoudoù.

Un avantur gaer
evit an dud & ar vro

Un avantur denel eo Moulin d’Élise da gentañ-penn.

Baraerien, pastezerien, tinellerien, gwerzherezed ha gwerzherien… Degadoù a zaouarnoù a vez o fardañ hor produioù bemdez gant aket ha kalon. En hon atalieroù hag en hor stalioù eo pouezus roll an holl evit ober d’hor soñj bezañ gwir : kinnig boued eus ar gwellañ, graet ganeomp, en un aergelc’h degemerus hag onest.

Stummañ, sikour ha lakaat kreskiñ donezonoù hor bro a reomp. Tud zo a gav o galv micher ganeomp, lod all a dap barregezhioù artizanel ganeomp, a-raok deskiñ ar pezh a ouzont da dud all. Ul lorc’h boutin zo gant an holl : servijout produioù lipous, fardet en ur mod aketus, evit plijadur hor pratikoù.

moulin elise equipe 1
moulin elise equipe 2
moulin elise equipe 3
moulin elise equipe 4
moulin elise equipe5
moulin elise equipe 6