An dibaboù disheñvel
Boued mat ha yac’h
E Moulin d’Élise e kred deomp ne zlefe bezañ harz ebet d’al lipouzerezh. Pe e kavfec’h mat ar pastezerezh hengounel, pe e tebrfec’h boued vegan pe e rankfec’h ober diouzh ur reol boued strizh, n’oc’h ket bet ankouaet ganeomp.
Gouzout a reomp eo pouezus ho tibaboù evidoc’h – pe e vefent abalamour da gredennoù etik, da zizegemeroù, pe da rediennoù yec’hed. An dra-se zo kaoz e ro bec’h hor skipailh pastezerien ha baraerien entanet bloavezhioù zo evit klask ha krouiñ rekipeoù all. Desket o deus o micher gant Gwellañ Micherourien Frañs evel Luc Debove, pe gant arbennigourien war ar boued diwar plant ha hep allergenioù. Labourat a reont evit lakaat hor rekipeoù klasel da vont diouzh an amzer a vremañ anez koll o blaz saourus.
Kement ha reiñ ur skouer : krouet hon eus ur jenoaz hep gluten, lipous ha saourus, evit ma c’hallo an holl – ar re a zegemer an holl zoareoù boued hag all – debriñ ur wastell sivi pe ur wastell flamboez anez krennañ war ar c’halite.
Sed aze hor sell war ar baraerezh ebarzhus : rekipeoù evit an holl dud, hep leuskel den ebet a-gostez.
Hon dibaboù disheñvel
Evit an dud a fell dezho tremen hebiou ar produioù laezh e kinnigomp un dibab lipouziri hep laktoz. Hor gwastilli zo ken lipous hag ar re all, ha doujañ a reont dibaboù boued pep hini. Debriñ un tamm bara karamel 100 % diwar plant, hep amann sall, fardet gant Moulin d’Élise da skouer.
(roudoù a c’haller kavout eus) : Bemdez e kinnigomp tri seurt bara hep gluten, testeniet bio : natur gant gwinizh-du, gant frouezh sec’h pe gant greun. Sevel a reomp hor rekipeoù gant aket, evit kinnig gwir vlazioù lipous. Da ziwall zo : roudoù gluten a c’haller kavout.
Gant hon dibab vegan e kavoc’h ar pep gwellañ eus ar produioù diwar plant. Hor produioù hep kig, vioù na boued-laezh a vez fardet gant aozennoù a galite. Un tamm sandwich falafel-houmous, un dibenn-pred karamel diwar plant pe ur c’hookie vegan ha hep gluten : amañ e c’hall an holl dud kavout traoù lipous.
Evit ar vejetarianed hon eus empentet ur pezh dibab sandwichoù, pizzaoù, burgerioù ha saladennoù gant keuz pe erlec’hiadoù kig. Krouidigezhioù saourus diouzh ho tibaboù boued, hag a laka hor chemet war-wel.
Evit ar re a gav mat ar produioù bio e vez fardet hon dibab bio gant aozennoù a galite choazet mat. Hiziv an deiz eo testeniet bio an tri c’hard eus hor bara.
Lipous
Hag evel-just ne zisoñjomp ket a gav mat ar rekipeoù hengounel. Sandwichoù kig-yar-maionez, burger « Dallas » gant kig malet ha cheddar… ne vez dilezet den ebet gant hor savboent ebarzhus. E Moulin d’Élise e c’hall pep hini mont diouzh e c’hoant : biken ne zibabimp en ho plas.
Pellgargañ hor meuzioù hag en em lezel da vont : hor piktrogrammoù a roy sikour deoc’h da gavout kerkent ar produioù a yay mat deoc’h.



