An dibab
BARAEREZH
AN DIBAB TESTENIET BIO
E Moulin d’Élise e soñj deomp ez eo ar baraerezh evel un arz hag a zifennomp gant gwellentez hag onestiz. Klask a reomp dibab bleud testeniet bio eus Breizh dreist-holl pe eus Kornôg Bro-C’hall. Teuler a reomp evezh ouzh ezhommoù dibar hor pratikoù : bara goell hep goell-toaz (Tourte de Meule), pe hep gluten (Breizh Greun).
Gant kement torzh-vara produet ganeomp e roomp da welet hon engoueslt evit ar blaz, ar c’halite hag ar yec’hed. Setu amañ ur sell war hon dibab a cheñch ur wech an amzer.
An dibaboù disheñvel
E Moulin d’Elise e kredomp er blijadur hag en traoù lipous evit an holl. An dra-se zo kaoz e fard hor baraerien rekipeoù nevez-flamm hep gluten, gant nebeut a c’hluten (yell bihan) pe gant ur feur glisemiezh izel. Setu amañ ur sell war hon dibab, a cheñch ur wech an amzer.
Hon dibab « Giz Gwechall » a lak ar wellentez war-wel
Fardet e vez ar bara-se gant bleud Label Ruz, doujañ a ra d’an dekred « Pain de Tradition Française » : tamm danvez ebet ouzhpenn, tamm danvez gwellaat ebet, bleud, dour, holen, goell ha goell-toaz hepken. Bara gant blaz gwirion, gant minvig toulloù ennañ ha kreun moan, ha poazhet en un doare hag a vo mat d’an holl vlazioù.
Dav goulenn ur gwir vagetenn Giz Gwechall.
Tost ouzh du-se,
evit ur blijadur lec’hel
Mont d’hor stalioù tost ouzh du-se evit gallout tennañ ho mad eus hor produioù lipous, war al lec’h pe da gas ganeoc’h !
Mont d’hor stalioù tost ouzh du-se evit gallout tennañ ho mad eus hor produioù lipous, war al lec’h pe da gas ganeoc’h !
Gwelet hor c’hinnigoù all
Festailhiñ ken simpl ha tra !
Goulenn sikour digant hor skipailhoù pastezerien ha tinellerien evit hoc’h abadennoù, pe e vefent prevez pe micherel.
Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.
Fardañ a reomp, war c’houlenn, meuzioù digor-kalon, gwastilli evit un deiz-ha-bloaz, lipajoù dous ha sall.
Dibab ar pezh a blijo deoc’h ar muiañ.


