Hor c’hevelerien eus ar vro
Lec’hel & padus
E Moulin d’Élise hon eus dibabet labourat e rouedadoù berr evit gwarantiñ produioù a galite ha skoazellañ ekonomiezh ar vro war un dro. Kenlabourat a reomp gant Foricher, Poèm, Tony Dague, Feurm ar Poder hag al Laezherezh ar Gall, gant-se e tibabomp aozennoù hag a vez produet nepell ac’hann, doujus d’an endro ha diwar doareoù produiñ padus.
TONY DAGUE
Lorc’h zo ennomp o kenlabourat gant Tony Dague a zo e penn ar feurm bio « La ferme des semences et des poules » e Kroaz Kabelleg. Engouestlet eo Tony evit ul labourerezh-douar padus, produiñ a ra vioù testeniet gant al label « bio cohérence », ar pezh a warant e vez maget ar yer gant boued gounezet war al lec’h. Ouzhpenn produiñ vioù a-galite e vez doujet evel-se d’an normoù biologel rik.
FEURM AR PODER
Feurm ar Poder, a bourchas laezh bio deomp, zo e-kreiz an natur. Renet eo ar feurm gant ur c’houblad labourerien-douar hag a blij kalz o micher dezhe. Pouezus eo dezho produiñ laezh a galite diouzh ar reoladoù strishañ a zo el labourerezh-douar biologel. E Feurm ar Poder e vez ar saout o peuriñ evel ma fell dezho er prad ha maget e vezont gant foenn hag a zo bio 100 %. Evel-se e vez gwarantet laezh a galite uhel diennek ha saourus hag ouzhênn-se e vez taolet evezh ouzh mad al loened ha gwarezet an endro.
LAEZHEREZH AR GALL
Laouen omp e Moulin d’Élise o labourat gant al Laezherezh ar Gall, a zo anavezet evit he labour hengounel hag evit kalite uhel ar boued-laezh a vez produet enni. Al laezherezh familh-se a ro bec’h evit produiñ amann artizanel, graet diwar laezh fresk eus feurmoù en o c’horn-bro, e Breizh.
GRAIN DE SAIL – KAFE
Un avantur hag a oa krog ganti e Breizh, evel hon hini. Krazet e vez seurtoù kafe a galite uhel gant ar stal Grain de Sail, ha degas a ra ul lodenn eus an danvez diaoz hec’h-unan e bourzh bigi-dre-lien, evit digreskiñ he louc’h karbon. Ur mod d’ober nevez hag awenus omp laouen o souten.
VALRHONA – CHOKOLAD
Un embregerezh gall eo Valrhona, brudet er bed a-bezh war dachenn ar chokolad, hag a zo pouezus-bras dezhañ bezañ reizh ha padus. Engouestlet evit ar broduerien kakao, evit filierennoù padus, klask kaout produioù a galite bepred : ur c’heveler hag a ro da welet gwellentez ha doujañs.
MOWI – EOGED
Emañ Mowi e-touez ar stalioù pennañ er bed evit a sell ouzh an eoged. Labourat a ra hervez modoù dourc’hounezerezh padus. An eoged a reomp ganto a vez treuzfurmet e Landerne, e Penn-ar-Bed, ar pezh a ro da welet hor c’hoant da zibab ur c’hinnig lec’hel hag a-skiant-vat.
ACCRO – BOUED DIWAR PLANT
Gant Accro e vez empentet ha fardet, e Frañs, boued lipous hag a-skiant-vat diwar plant. Gant o froduioù e c’hallomp servijout meuzioù lipous diwar plant d’hor pratikoù, produet hervez ur mod padus.
MILINEREZH GWENNEGOÙ
Er vilinerezh Gwennegoù e tesk ar vibien troioù-micher digant o zad a-rumm-da-rumm. Engouestlet eo evit ur filierenn a-skiant-vat, skoazellañ a ra al labourerien-douar hag ober a ra gant gouennoù gwinizh lec’hel evit kinnig bleud a galite d’ar varaerien, doujus d’an endro. Lakaet e vez an dud e kreizig-kreiz an diorren ivez gant an embregerezh, pa glask da gentañ-penn reiñ aozioù labour sur ha padus d’e genlabourerien.
BRESEREZH POÈM
Ur vreserezh artizanel eo Poèm e Brest hag a laka ar bier a-live gant an arz. Brudet eo ar vreserezh lec’hel-se evit he bieroù lipous, fardet gant aozennoù a galite ha gant ur chemet hengounel. Gant Poèm e vez kontet istor hor bro gant kement lomm ha kement begad bier a lonker !
Moulin d’Elise a zibab e bourvezerien gant aket hervez dezverkoù engouestl ha talvoudoù strizh. Kavout a reomp gwelloc’h labourat gant tud hag o deus, eveldomp, ur sell etikel hag a-skiant-vat ha c’hoant da gaout produioù padus.
Kenlabourat a reomp neuze gant produerien hag a ra gant modoù labour-douar hag a zouj an endro, a daol evezh ouzh mad al loened, a ro bec’h evit gwareziñ an danvezioù lec’hel.
Gant ar preder-se e c’hallomp bezañ sur eus kalite hor produioù, ha war un dro lakaat un ekonomiezh lec’hel, padus ha diouzh hon talvoudoù war-wel.



