Labourat e Moulin d’Elise !
Moulin d’Elise zo un embregerezh familh, ennañ 6 stal ha 150 kenlabourer, arbennikaet er baraerezh-pastezerezh artizanel BIO. Fardañ a reomp hor produioù hon-unan, diouzh an doareoù hengounel, gant danvez diaoz lec’hel hag a galite.
Kinnig a reomp un dibab boued mod disheñvel ledan : Vegan, hep laktoz, vejetarian, hep gluten pe gant ur feur glisemiezh izel.
Emañ hon embregerezh o kreskiñ ha gant-se e ro tro da gement kenlabourer da greskiñ ivez ha d’ober e dreuz e Moulin d’Elise. Labourat ganeomp a dalvez kaout ur c’hoant boutin da labourat mat, gant talvoudoù un embregerezh familh ha karantez ouzh ar vicher, ha war un dro bezañ stummet ha kaout digarezioù da vont pelloc’h.
Sellet ouzh ar postoù da bourveziñ ha dont ganeomp en avantur artizanel Moulin d’Elise !
Gwerzhañ
Produiñ
Dibab un embregerezh familh lusk gantañ evit gwellaat ho parregezhioù ha deskiñ troioù-micher nevez