Gouestlañ a ra Moulin d’Élise brudañ talvoudoù pouezus hag a sell ouzh ar boued. E-kreiz hon labour e lakaomp ar pourveziñ lec’hel ha bio. Amañ da-heul e tisplegimp deoc’h abalamour da betra eo pouezus evidomp, evidoc’h hag evit hon flanedenn.
Kalite an aozennoù da gentañ-penn
Dibab a reomp produioù lec’hel abalamour da warantiñ e vefe fresk atav ar pezh a servijomp deoc’h. Ni a fell deomp gwerzhañ produioù a galite uhel, hag an dra-se zo kaoz e prenomp hor frouezh, hon edaj hag hol laezh digant produerien eus hor c’horn-bro. Al laezh bio (menaj ar Poder) hag ar frouezh (produerien lec’hel), da skouer, hon eus dibabet gant aket, abalamour m’int blazet mat ha magus-tre.
Sikour ekonomiezh ar vro
Fellet ez eus deomp labourat gant produerien nes, abalamour da sikour an ekonomiezh lec’hel ha da vrudañ ar rouedadoù berr. Nebeutoc’h a CO2 a vez taolet en aergelc’h ganeomp e-giz-se, bihanoc’h e vez efedoù hon labour war an endro.
Ul louc’h ekologel skañvoc’h
Doareoù hag a zouj an endro a vez implijet gant al labour-douar biologel. Peogwir e prenomp boued produet hep diastuzerioù na temzoù kimiek e warezomp liesseurted an natur ha kalite an douaroù. Hor produioù, ouzhpenn bezañ gwelloc’h evit ho yec’hed-c’hwi, zo gwelloc’h evit hini hor planedenn ivez.
Bezañ treuzwelus war pep tra
O vezañ ma kenlabouromp war-eeun gant hor produerien e c’hallomp gwarantiñ orin hon aozennoù. Peogwir e ouzoc’h eus pelec’h e teu ar boued a zebrit ez eo kreñvaet ho fiziañs en hor produioù.
Ur blaz natureloc’h
Gwelloc’h eo an aozennoù lec’hel ha bio evit ar yec’hed. Saourusoc’h int ivez. Savet e vez hor rekipeoù diwar an aozennoù-se hag evit lakaat tañva saourioù eus ar re wellañ. Pep begad a ro un tañva eus hon terouer hag eus chemet an artizaned a labouromp diwar o froduioù.
