boulangerie patisserie moulin d elise actualite 2024 visuel recette

Rekipe an tostennoù gant bara giz an hanternoz, fourmaj fresk, eoged, avoukez ha begadoù lipous

Aozennoù :

  • 2 drañchenn vara giz an hanternoz eus Moulin d’Élise
  • 100 g fourmaj fresk
  • 100 g eoged mogedet
  • 1 avoukezenn azv
  • 1 loaiad vihan sezv giz gwechall
  • 1 loaiad vras chug sitroñs
  • Greun sezam du
  • Irvin-ruz troc’het munut
  • Deliennoù roketez pe kreskennoù yaouank
  • 1 loaiad vras kaprez
  • Eoul olivez
  • Holen ha pebr
  • Breunennoù fanouilh-gad pe kraksivolez

Penaos ober :

  1. Prientiñ an avoukezenn : Troc’hañ an avoukezenn etre daou, tennañ an askorn ha tapout ar vouedenn. Flastrañ anezhi en ur volenn gant chug sitroñs, holen ha pebr. Lakaat ar yaourt, d’an tekstur da vezañ diennekoc’h, ha meskañ mat.
  2. Ledañ war an tammoù bara : Krazañ un tamm an trañchennoù bara giz an hanternoz : seul lipousoc’h e vezont pa vezont bruskennet. Meskañ, en ur volenn vihan, ar formaj fresk gant sezv giz gwechall, abalamour da zegas ur begad brout. Ledañ ur gwiskad tev eus ar meskaj-se war pep trañchenn vara.
  3. Lakaat an avoukezenn ouzhpenn : Lakaat an avoukezenn flastret war ar formaj fresk ha kompezañ mat ar gorre anezhi.
  4. Lakaat an tamm eog : Lakaat an tamm eog mogedet war an avoukezenn. Gallout a rit plegañ an tamm eog-se, peotramant troc’hañ meur a drañchenn ha lakaat anezhe bern-war-vern.
  5. Lakaat ar gwarnisadurioù : Troc’hañ trañchennoù irvin-ruz tanav ha strewiñ anezho war an tostennoù, evit degas ur begad brusk. Lakaat ar c’haprez ivez, evit un notenn sall ha kreñv. Hag un nebeud deliennoù roketez pe kreskennoù yaouank war c’horre.
  6. Hag un nebeud deliennoù roketez pe kreskennoù yaouank war c’horre. Ne chom nemet kinklañ an tostennoù gant breunennoù fanouilh-gad pe kraksivolez

Ur meuz eus ar gwellañ eo an tostennoù-se da-geñver ur brunch plijus, evel digor-pred pe merenn skañv.

Nos autres articles