boulangerie patisserie moulin d elise actualite 2024 alimentation végétale

Debriñ boued diwar plant a ra vad d’ho yec’hed ha d’ar blanedenn

Emaomp o vont da lakaat ar gaoz war ur seurt boued hag a vez debret muioc’h-mui : ar boued diwar plant. En em lakaat da zebriñ boued diwar plant a c’hall cheñch ho puhez pemdez, pe e vefe graet evit mad ho yec’hed pe evit hini an endro. Gwelomp asambles perzhioù mat ar reol-voued nevez-se.

Abalamour da betra debriñ boued diwar plant ?

Gwellaat a ra yec’hed ar galon hag hini ar gwazhiennoù

Ar boued diwar plant a ra vad d’ar galon : kement-mañ zo bet prouet gant studiadennoù. Nebeutoc’h a zruzoni beurvec’h hag a golesterol a vo bevezet gant ho korf ma tebrit frouezh, legumaj, leguminegi hag edaj klok. Eneboksiderioù ha gwiennoù a-leizh zo er boued-se : sikour a reont digreskiñ ar gwask talmerel ha delc’her ur feur kolesterol yac’h. Cheñch predoù a c’hall ober vad d’ho yec’hed war hir dermen.

Mestroniañ aesoc’h ho pouez

Aesoc’h e vez d’an nen mestroniañ e bouez pa zebr meuzioù stank ar plant enno. Nebeutoc’h a galoriennoù a vez er boued diwar plant, ha muioc’h a vaguzennoù diouzh un tu all. Diwar neuze e c’hallit debriñ tammoù fonnusoc’h, ha chom dinec’h war-lerc’h. Seul vuioc’h a legumaj hag a leguminegi a zebroc’h, seul vuioc’h e vioc’h gwalc’het. Ouzhpenn-se e tegaso maguzennoù ret-holl d’ho korf.

Aesaat koazhañ ar boued

N’eus ket gwelloc’h eget ar gwiennoù evit koazhañ ar boued evel zo dleet. Er boued diwar plant e vez gwiennoù a-leizh hag a aesa an treizh-bouzelloù. War ar memes tro e kreñvaont ar mikrobiot. Pa goazher mat e teu efedoù mat war an treizh-bouzelloù. Ouzhpenn-se e vez aesoc’h tapout ar maguzennoù ha chom yac’h.

Un dra vat evit an natur

Bihanaat al louc’h karbon

Debriñ boued diwar plant n’eo ket diefed war an natur. Ul lodenn vat eus ar gaz efed ti-gwer a vez dilaosket abalamour d’ar produiñ kig ha boued-laezh. Debriñ nebeutoc’h a broduioù diwar loened a sikour digreskiñ ho louc’h karbon. Un dra simpl eo hag efedus war un dro evit stourm ouzh ar cheñchamant hin.

Gwareziñ an danvezioù naturel

Dour ha douar a vez ezhomm forzh pegement evit sevel loened. Ma choazit debriñ boued diwar plant e sikouroc’h gwareziñ an danvezioù prizius-se. Ne vez ket bevezet kement a zanvezioù evit gounit plant hag evit sevel loened. Un dibab padusoc’h eo eta evit amzer-da-zont hor planedenn.

Penaos en em lakaat da zebriñ boued diwar plant ?

Ma fell deoc’h klask debriñ muioc’h a voued diwar plant e vo talvoudus an alioù-mañ deoc’h :

  • Krediñ aozañ rekipeoù nevez : Na chomit ket etre daou soñj ha klaskit rekipeoù ijinus diwar legumaj, leguminegi hag edaj. Lipous ha liesseurt e c’hall ar boued diwar plant bezañ !
  • Aozañ ho predoù en a-raok : Aesoc’h e c’hall bezañ deoc’h cheñch boazioù ma kemerit amzer da aozañ ho predoù en a-raok. E-giz-se e c’halloc’h tañva saourioù nevez ha tremen hep debriñ boued ha n’eo ket kenl yac’h.
  • Ober gant produioù all : tamm-ha-tamm e c’halloc’h implijout boued diwar plant e-lec’h boued diwar loened. Gallout a rit prenañ laezh alamandez ha laezh soja, da skouer, e-lec’h laezh buoc’h.
  • En ober asambles gant ho tud-nes : Keginañ asambles gant mignoned pe gant ho familh. Seul greñvoc’h e vo ho youl ha seul blijusoc’h e vo keginañ ma vez graet asambles gant tud all.

E Moulin d’Élise e prometomp servijout meuzioù evit an holl reolioù-boued hag aozañ boued hag a ro ton da binvidigezh hon zerouer.

Nos autres articles