Perak debriñ frouezh ha legumaj eus ar mare ?
Evit digreskiñ ar c’hementadoù energiezh ha CO₂ stag ouzh ar produiñ hag an treuzdougen. Kuit a baeañ keroc’h ho poued, abalamour m’eo bet degaset war-hed nouspet kilometr. Evit sikour an ekonomiezh lec’hel, doujañ kelc’hiadoù an natur ha lusk an amzer adarre.
Ha, dreist-holl, abalamour ma vez freskoc’h, saourusoc’h ha magusoc’h ar meuzioù eus ar mare. Ar frouezh hag al legumaj eus ar mare, pa vezont dastumet azv, a zalc’h o ferzhioù mat betek en hoc’h asied.
E pep begad e klever ur blaz naturel hag a zegas da soñj deomp eus liorzh hor bugaleaj pe eus marc’had ar Sul.
Diaesterioù er goañv
Er goañv n’eo ket ken fonnus an dibab frouezh ha legumaj eus ar mare evel en hañv. Avaloù, per, mandarin… Daoust ma kavomp mat an teñzorioù-se e vezont degaset eus Spagn, Polonia pe Su-Amerika a-wechoù. Nouspet kilometr ac’hann ! Pa choazer produioù lec’hel hag eus ar mare avat e reer gant aozennoù padus hag a galite.
Vad a ra debriñ boued eus ar mare
Debriñ boued eus ar mare a dalv degas leun a vitaminoù hag a veinadoù d’hon c’horf. Soñjit er beterabez rostet, er c’haol brusk pe en agrum chugonus : magus int-holl, ha kaer da welet ivez. Kement liv, kement stumm a ve a gont un istor, hini ur c’helc’hiad naturel. Seul vuioc’h a saourioù a vo, seul aesoc’h e vo deoc’h krediñ keginañ meuzioù a bep seurt.
Ul lip-e-bav eo produioù ar vro
E Moulin d’Élise omp tik gant an doare keginañ-se. E kement meuz aozet ganeomp e vez aozennoù eus ar mare, hag a zo bet dibabet a-unan gant lusk an natur. Labourat a reomp dorn-ha-dorn gant produerien eus ar vro hag a gar an doareoù padus hag a-skiant-vat kenkoulz ha ni. Keginañ boued eus ar mare a dalv reiñ enor da liesseurted ar produioù, adkavout goust gouennoù kozh, ha kavout mat a bep seurt blazioù ha teksturioù.
Ur blijadur eo adkavout blazioù
Debriñ boued eus ar mare a laka an nen da vont dousik dezhi, da brofitañ eus kement mare a vez. Un doare eo da skoulmañ darempredoù a-nevez gant ar pezh a vez roet deomp da debriñ gant an natur, da reiñ ton d’ar saourioù naturel ha da adkavout plijadurioù bihan.
E Moulin d’Élise hon eus choazet labourat gant produioù eus ar mare hepken. Deuit da di Moulin d’Élise da zebriñ hor produioù ha da veajiñ a vlaz da vlaz !
